| |
| AR GWENN HA DU, BANNIEL BREIZH A-VREMAÑ
Ar
Gwenn ha du eo an anv a roer da vanniel Breizh. Ur banniel nevez a-walc'h
eo en istor ar vro, p'eo bet savet war-dro ar bloaz 1923. Da galz koshoc'h avat
e tenn an traoù a zo aet da sevel anezhañ, da arouezioù a
zo bet graet ganto abaoe kantvedoù gant ar Vretoned. Bremañ eo deuet
da vezañ arouez pennañ Breizh hag ar Vretoned. Brav eo da welet
ha n'eus talvoudegezh politikel resis ebet ken gantañ. Gwelet a reer anezhañ
bremañ ouzh talbennoù an tiez-kêr hag ar savadurioù
ofisiel all ha dre ar bed-holl, dalc'het uhel er vann, gant ar Vrezhoned foeterien-bro.
Morvan Marchal,
saver ar Gwenn ha du
| |
| Morvan Marchal, le créateur
du Gwenn ha du | Ar Gwenn ha du
a zo bet savet gant Morvan Marchal (1900-1963), un tisavour hag un emsaver politikel.
Evitañ e oa ur banniel modern evit Breizh vodern. Gwelet e oa bet war di
Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e
1925. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar "Seiz Breur"
war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal. Petra
'dalvez ar Gwenn ha du? Evit a sell e zoare hag e livioù
eo ar Gwenn ha du ur banniel simpl hag eeun:
Ar brizhennoù erminig a ra dave da vanniel duged Breizh. Unnek eo an niver
anezho. A-raok e lavared e oant diniver, da lavaret hep niver resis ebet. Ha lavaret
e veze ivez e oa ret kaout brizhennoù troc'het ouzh ar bordoù (lavaret
e vez, e gaou, "reizh ent-ardamezek"). Gwell eo chom hep ober gant an
doare diwezhañ-mañ. En ardamezouriezh hengounel Breizh ne veze troc'het
ar brizhennoù gwezh ebet. Bremañ e kaver 11 brizhenn eta , n'eus
talvoudegezh ebet gant an niver-se, met war ar skeudennoù kozh eus ar grennamzer
e weler alies bannieloù gant 11 brizhenn.
| |
| Gwenn ha du ramz dirak Ti-kêr
Roazhon | An nav bandenn a zo
evit an nav bro istorel a ya da ober Breizh. Ar re wenn evit re Vreizh-Izel (pe
an darn vrasañ anezho e Breizh-Izel: Gwened, Kernev, Leon, Treger), hag
ar re zu evit re Vreizh-Uhel (pe an darn vrasañ anezho e Breizh-Uhel: Dol,
Naoned, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Maloù). Klevet e vez anv alies eus "eskoptioù"
met an eskoptioù kozh a oa diazezet war ar broioù da gentañ,
met ne oa eskopti ebet a-gement a glote da 100% gant bro ebet. Setu
amañ displegadur ar banniel hervez Morvan Marchal e-unan: "E korn
kleiz ar banniel, ur c'harter erminigoù diniver; nav bandenn keit-ha-keit
du ha gwenn a bep eil, livioù kozh ha boas Breizh, a ziskouez: evit a sell
ar re wenn, ar broioù brezhonek, Leon, Treger, Kernev ha Gwened, hag ar
re zu ar broioù gallaouek, Roazhon, Naoned, Dol, Sant-Maloù ha Pentevr.
Adlavaret a ran: ar banniel-se n'eus pal politikel ebet dezhañ, met un
arouez modern eo evit Breizh. Evidon-me ez eo ur c'hendeuz aes da zegemer eus
hengoun ar banniel erminiget plaen hag eus ur skeudenn eus liested Breizh".
| |
| 
Diwar
petra eo bet awenet ar Gwenn ha du? E-kcihen
an displegadurioù-se e kreder ivez eo bet awenet Morvan Marchal gant elfennoù
'zo tennet eus arouezioù all. Livioù hag
elfennoù istorel: gwenn ha du ha brizhennoù erminig, kement-mañ
'zo anat ha lavaret gantañ e-unan. Banniel ar Stadoù-Unanet
(Stars and Stripes) pe hini Gres, a oa modern ha demokratel d'an ampoent, ar pezh
eo c'hoazh pa weler ar berzh a ra e-mesk ar re gozh koulz ar re yaouank.
Skoed kêr Roazhon: ar pezh n'eo ket hep abeg. An holl a oar eo bet
awenet banniel ar Frañs gant livioù kêr Pariz, petra 'virje
e vije bet levezonet banniel Breizh gant doare skoed unan eus he c'hêrioù-penn?
Ur familh eus Iwerzhon a zo anvet Marshal. He skoed a denn kalz da
hini ar Gwenn ha du. Un degouezh hepken e vije? Ne c'heller
bezañ sur eus hini ebet eus an teir martezeadenn diwezhañ, pa n'hon
eus prouenn ebet war-eeun. Marteze a-walc'h ez eus bet hini pe hini, pe meur a
hini marteze a-walc'h, hag en deus bet ul levezon bennak. Met ne c'hallimp biken
gouzout moarvat. 
Penaos
en deus graet ar Gwenn ha du e doull?
| |
| Ar Gwenn ha du, e
Landerne | Er bloaz 1925 ez eus
ur Gwenn ha du war zispak e diskouezadeg an Arzoù kinklañ
e Pariz. Er bloaz 1927 eo degemeret ar Gwenn ha du da vanniel
broadel gant an emsav politikel (Strollad an emrenerien da gentañ penn).
Diwar neuze e vo degemeret ivez gant an emsavioù sevenadurel, hag ar c'hevredigezhioù
lec'hel evel ar C'helc'hioù keltiek. Bannet e veze ar Gwenn ha du
e penn an dibunadegoù. Kavet e vez meneg eus ar Gwenn ha du er studiadennoù
veksillologiezh etrebroadel ar mare-se.
| |
| Pardon Sant-Erwan en Arènes
de Lutèce (Pariz) bloavezhioù 60 |
Er bloaz 1937 ez eus ur Gwenn ha du war di Breizh en Diskouezadeg etrebroadel
e Pariz gouestlet d'an "Arzoù hag an teknikoù er vuhez vodern".
E penn an ti-se e oa Charles Couësnon.
| |
| Ar Gwenn ha du e beg korzenn
Iliz-veur an Itron-Varia e Pariz (3/10/1972) |
Berzet e oa bet ar banniel-se meur a wech gant ar Stad na felle ket dezhi gwelet
Breizh o tihuniñ, ha n'eo nemet e-kerzh ar bloavezhioù '60 e vo
gwelet mui-ouzh-mui bannieloù Gwenn ha du un tammig dre holl gant
nebeut-ouzh-nebeut a ziaesterioù. Gant freuz ha reuz diwezh
ar bloavezhioù '60 (diskrogoù-labour ar vicherourien hag ar studierien,
dihun ar stourmoù er Breizh...) e weler ar Gwenn ha du oc'h ober
berzh (gwelet e vo evel-se gwintet e beg korzenn Iliz-veur an Itron-Varia e Pariz).
| |
| Ben Harper e gouel an Erer
kozh (miz Eost 1999) dirak ar Gwenn ha du a-raok en em bakañ ennañ. |
Tamm ha tamm e tihun ar Vretoned, mui-ouzh-mui
eo sachet ar Vretoned gant o sevenadur. Bremañ en deus kavet ar Gwenn
ha du e blas ouzh talbennoù an tiez-kêr hag ar c'huzulioù-departamant
(hini Liger-Atlantel en o zouez evit diskouez mat emañ e Breizh), pe Kuzul-rannvro
Breizh. Dispaket e vez e-kerzh manifestadegoù hag abadennoù a bep
seurt. Emañ war hent an ofisielekaat! Istor bihan
bannieloù Breizh: eus an Aerouant ruz d'ar Gwenn ha du Ur
berrdres eus istor Breizh eo ar Gwenn ha Du. En e livioù hag e dresoù
eeun ec'h adkaver bannieloù bet implijet da vare ar grennamzer.
| |
| Hetoù 2006 eus Kuzul
Departamant Penn-ar-Bed, skouer distroenn ar Gwenn ha du |
Meur a dra a ziskouez dimp e veze implijet doareoù bannieloù pe
arouezioù en o fenn un aerouant ruz da vare ar grennamzer uhel, evel ma
veze graet gant Brezhoned Enez-Vreizh (pe Predeniz). War vanniel Kembre e weler
c'hoazh un aerouant ruz hiziv an deiz. Tud 'zo a lavar ez eus
bet graet gant ur banniel gwenn e groaz du gant ar groazidi vreton da vare ar
c'hroaziadegoù. N'eus prouenn ebet eus kement-se, prouennoù kontrol
a zo avat! Bannieloù gant kroazioù a livioù disheñvel
a groger da welet da geñver Brezel ar C'hant vloaz. Ne weler bannieloù
gwenn o c'hroazioù du nemet war zielloù eus ar XVvet pe ar XVIvet
kantved, war gartennoù-mor (portulanoù) eus an amzer-hont. Koulz
lavaret bep tro ez eus erminigoù ivez war ar bannieloù-se.
An erminigoù-se a oa deuet gant Pêr Dreux (1180-1243), lesanvet
"Brizhkloareg". Deuet e oa da vezañ merour Breizh dre e zimeziñ
Aliz, gant Dugez Breizh, er bloaz 1212. Betek 1316 pe evel-se, e oa bet implijet
skoed Dreux gant pennoù Breizh, betek Yann III a gemeras nemet an erminigoù.
Diwar neuze e teujont da vezañ arouez an dugelezh, hag ar broviñs
da c'houde. War ar Gwenn ha Du e kaver eta al livioù gwenn
ha du eus mare frankiz Breizh ha banniel he Duged.
| |
|
|
Krennamzer uhel (Vvet betek XIvet kantved)
Aerouant ruz, arouez kentañ ar Vretoned |
Krennamzer etre (Kroaz du), banniel armeoù ha listri
Breizh. Diskouez a reomp amañ ar banniel a oa bet en implij da geñver
Emgann an Tregont (1351) | XIIIvet
kantved - 1212 Banniel Pêr Dreux, priñs-kenseurt Breizh |
| |
|
|
| XIVvet kantved - 1316 Banniel
Yann III, dug Breizh | XVvet
- XVIvet kantved Kroaz du erminiget, banniel listri Breizh |
1532 Eminig plaen, banniel proviñs Breizh |
| |
| |
| XVIIIvet Amiraliezh Breizh |
1923 Ar Gwenn ha Du, banniel Breizh a-vremañ | |
Pennad skrivet gant Mikael Bodlore-Penlaez, troet gant Divi Kervella
© www.geobreizh.com Lennit ivez: Divi
Kervella, Emblèmes de Bretons et des Celtes, Éd. Coop Breizh | |